Fleetwood Mac zo ur laz sonerien saoz savet e 1967 e Londrez gant Mick Fleetwood ha John McVie, o deus roet o anvioù d'al laz, hag ar ganerez stadunanat Stevie Nicks, hag he fried Lindsey Buckingham. Ur ganerez all zo bet el laz ivez : er bloavezhioù 1970 e oa Christine McVie, bet dimezet d'ar gitarour John McVie. Ouzhpenn 100 milion a bladinier o deus gwerzhet en holl, ma'z int unan eus al lazoù o deus gwerzhet ar muiañ.
Daou varevezh zo bet el laz : e dibenn ar bloavezhioù 1960 pa oant renet gant ar gitarour Peter Green, e-kreiz bloavezhioù ar blues saoz, hag an titl brudet "Albatross"; etre 1975 ha 1987, en o bloavezhioù "pop", gant Christine McVie, Lindsey Buckingham ha Stevie Nicks.